Lazhadeg an Templo Mayor, anvet ivez Lazhadeg Alvarado, a c'hoarvezas d'an 22 a viz Mae 1520, e kêr-benn an Azteked, Tenochtitlan da vare Aloubadeg Mec'hiko gant ar Spagnoled, e-pad lidoù gouel Toxcatl. Diouennet e voe noblañs an Azteked e-doug an darvoud-se[1][2]. Pa oa Hernán Cortés e Tenochtitlan e klevas e oa Spagnoled all oc'h erruout en aod. Deuet e oa Pánfilo de Narváez eus Kuba gant urzhioù da herzel anezhañ. Rediet e oa Cortés da guitaat ar geoded da stourm oute. E-keit ha ma oa aet kuit, Moktezuma a c'houlennas digant ar besgouarnour Pedro de Alvarado an aotre da lidañ Toxcatl (ur gouel aztek en enor da Dezcatlipoca, unan eus o doueed pennañ, a veze aberzhet un den ennañ evel boaz e sevenadur poblek an Azteked, en degouezh-se ur gwaz yaouank. Goude deroù ar gouel avat e lakaas Alvarado lazhañ holl ar vrezelourien hag an noblañsed a gemere perzh ennañ en Templ Meur. An nebeud re a deuas a-benn da dec'het al lazhadeg o pignat dreist ar mogerioù a roas da c'hoût d'an holl ar pezh a oa c'hoarvezet.
Hervez ar Spagnoled e klaskas ar gonkistadored mirout na vefe aberzhet un den en Templo Mayor. Hervez an Azteked e oa alan ar Spagnoled war an aour douget gant an Azteked a gemere perzh el lidoù. Daoust d'an dizemglev diwar-benn an abeg en doa broudet Alvarado, emañ a-du an div zanevell da lavaret e oa dizarmet ar berzhidi hag e krogas al lazhadeg hep berz ebet hag hep bezañ broudet.
Enebet e oa an Azteked ouzh ar Spagnoled dija abalamaour ma oant en o c'heoded ha ma talc'hent Moctezuma dindan gward. Pa zistroas Cortés hag e dud, en o zouez ar re a oa deuet dindan Narváez, en em savas an Azteked a-enep ar Spagnoled. Rediet e oa ar gonkistadored da guitaat ar geoded, e-doug ar pezh a anvont an "nozvezh trist" (La Noche Triste), goude bezañ kollet ar pep brasañ eus o soudarded, lazhet en emgann pe tapet hag aberzhet[3].
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search